The Untouchables (stirad skinwel)

The Untouchables e saozneg ("Dibrenus" a c'hellfe bezañ e brezhoneg) a zo ur stirad skinwel polis amerikan ran skignet etre an 20 a viz Ebrel 1959 hag an 21 a viz Mae 1963 war ar rouedad ABC Television Network, krouet gant Quinn Martin ha ha produet gant Desilu Productions. 4 c'houlzad , 118 rann a 50 munutenn pep hini hag ur film-stur e div lodenn a ya d'ober ar stirad. Kalz berzh a reas.

Skignet eo bet e Frañs adalek ar 5 aviz Genver 1964 war RTF Télévision ha goude war gentañ chadenn an ORTF.

Diazezet eo war levr eñvorennoù Eliot Ness hag Oscar Fraley gant an hevelep titl. Azasaat a ra skiant-prenañ Ness, karget gant servijoù an tailhoù amerikan da stourm ouzh an dorfedourien da vare Berz an alkool e Chicago er bloavezhioù 1930 gant sikour ur strollad a-ratozh tud bet dibabet evit o c'halonegezh, o zemz-spered hag o dibrenusted a lezanvet The Untouchables. Ur film a voe savet e 1987 diwar al levr gant Brian De Palma hag ur skript gant David Mamet. Un eil stirad a voe savet e 1993 hep ober kement a verzh.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy